War ziskar ez a ar c'heleier e brezhoneg gant Ici Breizh Izel
Desket o deus gopridi Ici Breizh Izel teir sizhun 'zo e vefe digresket a galz ar c'heleier e brezhoneg war gwagennoù ar radio publik. Setu c'hoant ar rener hag ar pennkazetenner atav evit gounit selaouerien ha selaouerezed nevez. Adalek penn-kentañ miz Gouere e vefe reuzeudig neuze plas ar c'heleier e brezhoneg war Ici Breizh Izel ma vez lakaet e plas ar pezh a zo raktreset, padal e komzer amañ eus un dornad munutennoù pemdeziek e brezhoneg hepken. Diaes eo neuze d'ar c'hopridi kompren e vefe kollet selaouerien ha selaouerezed 'blamm d'ar c'heleier, d'ar munutennoù-se. Muioc'h a ditouroù gant Léo Rozé, dileuriad ar gopridi.
Evit talañ ouzh ar raktres-mañ emañ gopridi ar radio o paouez embann ur sinadeg war al lec'hienn Change pik org a-benn goulenn ma kemero Radio France e garg evit skoazellañ da savetiñ ar brezhoneg d’an eurioù selaou bras.